Ton bale Kadoudal

Ton bale Kadoudal : Une bonne chanson pour la marche et pour entraîner sa mémoire !

Marche de Julien Cadoudal, réveillé un matin par trois gendarmes et jeté en prison

Il énumère tout ce qui lui manque, ses proches, la ferme de son père, les animaux, les rues d’Auray ; où sont-ils passés ?

Le refrain : j’avais honneur et plaisir, hélas, maintenant je ne les ai plus ; j’ai perdu le bonheur, je le cherche partout et je ne le trouve pas

E kambr ma zad e oan kousket
Me n’em boa soñj a dra erbet

Me ‘m boa enor ha plijadur
Mes allas, bremañ ne’m eus ket mui
Kollet em eus ma eürusted
Me ‘r c’hlask e pep lec’h ha me n’he c’havan ket

Deuet eno tri pe pevar jañdarm
Int em stlej en ere ar stag

D’ar prizon ec’h on konduiet
Tre daou jañdarm ec’h on kaset

Er prizon pand on antreet
Er ur basfos ec’h on taolet

Men emañ aet mam breur Jozon
Pa n’her c’hlevan ket mui o son ?

Men emañ aet mam breur Loeiz
Pa n’her gwelan ket mui james ?

Men emañ aet ma c’hoar Mari
Pa n’he gwelan ket dre an ti ?

E-men emañ douaroù ma zad
A vezen-me o kardellat ?

Men emañ aet saout ma zad
A gasen d’ar prad da voueta ?

Men emañ aet roñseed ma zad
A yaen gante da labourat ?

E-men emañ aet chas ma zad
A yaen gante da jiboesaat ?

Men emañ aet lanneg Bubri
Ma jiboesaen lies enni ?

Men emañ aet ruioù Alre
A vezen o vale enne ?

Juluan Kadoudal

Ar bennherez a Geroulas
He devoa un diduel vras
En ur c’hoari diouzh an dizez
Gant bugale an aotrounez

Evit ar bloaz n’he deus ket graet
Rak he danvez na aotre ket
Emzivadez eo a-berzh tad
Grad-vat he c’herent a vez mat

« Va holl gerent a du va zad
N’o deus biskoazh karet va mad
Nemet c’hoantaet va marv
Da gaout war-lerc’h va madoù »

II

« Ar bennherez a Geroulas
He deus hiriv plijadur vras
O tougen ur sae satin gwenn
Ha bokedoù aour war he fenn

Ned eo ket botoù lasenet
Boas ar bennherez da gaouet
Boteier seiz ha loeroù glas
Boas ur bennherez Keroulas »

Evel-se a gomzed er sal
Pa zeue ‘r bennherez er bal
Rak markiz Melz oa erruet
Gant he vamm hag heul bras-meurbet

« Me garje bezañ koulmig c’hlas
War an doenn a Geroulas
Evit klevet ar gomplidi
Etre he vamm ha va hini

Me a gren gant pezh a welan
N’eo ket hep soñj int deut amañ
Eus a Gernev, pa zo en ti
Ur bennherez da zimeziñ

Gant he vad hag he anv brudet
Ar markiz-se din na blij ket
Hogen Kerdomas pellik zo
A garan, a garin atav »

Nec’het oa ivez Kerdomas
Gant an dud deut da Geroulas
Karout eure ar bennherez
Hag a lavare alies :

« Me garje bezañ eostig-noz
Er jardin war ur bodig roz
Pa zeufe da zastum bleunioù
Ni ‘n em welfe eno hon-daou

Ma garje bezañ krakhouad
War al lenn a walc’h he dilhad
Evit glebiañ va daoulagad
Gant an dour a c’hleb he daoudroad »

III

Na Salaun a zegouezhas
Da sadorn-noz e Keroulas
War e varc’hig du d’ar maner
‘Vel ma oa boazet da ober

War an nor borzh pa ‘n eus skoet
Ar bennherez ‘n eus digoret
Ar bennherez, o tont er-meaz
O reiñ un tamm boued d’ur paour keazh

« Pennherezig, din leveret,
Peleac’h eo ho tudjentiled ?
– Aet int da gas ar chas d’an dour
Salaun, kae prim d’o sikour

– Ned eo ket evit dourañ chas
Ez on deuet da Geroulas
Nemet evit ober al lez
Ra viot furoc’h, pennherez »

IV

Ar bennherez a lavare
D’he mamm itron, en dervezh-se :
« Abaoe ‘mañ ar markiz amañ
Va c’halon zo deut da rannañ

Va mamm itron, ha me ho ped,
D’ar markiz Melz n’em roit ket
Va roit kent da Berrarrun
Pe, mar kirit, da Salaun

Va roit kent da Gerdomas,
Hennezh en deus ar muiañ gras
E ti-mañ e teu alies
Hag e lezit din ober lez

– Kerdomas, din-me leveret,
Da Gastelgall ha c’hwi zo bet ?
– Da Gastelgall ez on-me bet
Mad, m’hen toue, n’em eus gwelet

Mad, m’hen toue, n’em eus gwelet
Nemet ur gozh sal mogedet
Ha prenestroù hanter torret
Ha dorojoù bras keflusket

Nemet ur gozh sal mogedet
Ennañ ur c’hwregig kozh louet
O trailhañ foenn d’he c’haboned
Mar defe kerc’h na refe ket

– Gaou a livirit, Kerdomas,
Ar markiz zo pinvidik-bras
E zorojoù zo arc’hant gwenn
E brenestroù zo aour melen

Hounnezh a vezo enoret
A vezo gantañ goulennet
– N’em bezo, mamm, enor ebet
Nag ivez n’e c’houlennan ket

– Va merc’h, ankounit an holl-se
Tra kent ho mad ne zalc’han-me
Roet ar gerioù, an dra zo graet
D’ar markiz viot dimezet »

Itron Keroulas a gomze
Ouzh ar bennherez evel-se
Dre m’he doa erez er galon
Ha oa Kerdomas he mignon

« Ur walenn aour hag ur sined
Gant Kerdomas oant din roet
O c’hemeris en ur ganañ
Me o azroy en ur ouelañ

Dal, Kerdomas, da walenn aour,
Da sined, da garkanioù aour,
N’on ket lezet d’az kemeret
Miret da zraoù ne dlean ket »

V

Kriz vije ‘r galon na ouelje
E Keroulas neb a vije
O welet ar bennherez keazh
O poket d’an nor pa’z ea meaz

« Kenavo, ti bras Keroulas,
Biken ennoc’h na rin ur paz
Kenavo, ma amezeien,
Kenavo bremañ, da viken »

Peorien ar barrez a ouele
Ar bennherez o frealze :
« Tavit, peorien, na ouelet ket,
Da Gastelgall deut d’am gwelet

Me a roy aluzenn bemdez
Teir gwech sizhun, dre garantez,
Triwec’h palevarzh a winizh
A gerc’h ivez kerkoulz hag heiz »

Ar markiz Melz a lavare
D’e c’hwreg nevez pa he c’hleve :
« ‘Vit kement-all na refot ket
Rak va madoù na badfent ket

– Va aotrou, hep kaout ho re,
Me roio aluzenn bemdez
Evit dastumiñ pedennoù
Goude hor marv, d’hon eneoù »

VI

Ar bennherez a lavare
E Kastelgall, daou viz goude :
« Ne gavfen ket ur c’hannader
Da zougen d’am mamm ul lizher ? »

Ur pajig yaouank a gomzas
Ouzh an itron pa he c’hlevas :
« Skrivit lizherioù, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet »

Koulskoude ul lizher skrivas
Ha d’ar paj e-berr e roas
Gant gourc’hemenn evit e gas
Raktal d’he mamm da Geroulas

Pa erruas al lizher ganti
A oa er sal oc’h ebatiñ
Gant lod tudjentil eus ar vro
Ha Kerdomas a oa eno

P’he doa-hi al lizher lennet
Da Gerdomas ‘deus lavaret :
« Likit dipra kezeg raktal
Ma’z aimp fenoz da Gastelgall »

Itron Keroulas c’houlenne
E Kastelgall pa errue :
« Netra nevez zo en ti-mañ
P’eo stegnet ar perzhier giz-mañ ?

– Ar bennherez oa deut amañ
A zo marv en nozvezh-mañ
– Ma eo marv ar benneherez
Me a zo he gwir lazherez !

Meur wech he doa din lavaret :
D’ar markiz Melz n’em roit ket
Va roit kent da Gerdomas
Hennezh en deus ar muiañ gras »

Kerdomas ha ‘r vamm dizeürus
Skoet gant un taol ken truezus
Zo en em ouestlet da Zoue
Er c’hlaostr du, evit o buhez