La triste histoire de la Dame de Keroulaz

Genre : Gwerz

Le sujet :

Forcée par sa mère en 1565d’épouser François de Chastel, marquis de Mesle, qui fut préféré à deux seigneurs du pays, Kerthomaz et Salaün, dont elle recevait les hommages, L’héritière de Keroulaz serait morte de chagrin au château de son époux, le manoir de Chateaugal.

Kerthomaz ainsi que sa mère, frappés d’un coup si cruel, se seraient enfermés dans des cloîtres ou ils auraient fini leurs jours au service de Dieu.

Le marquis de Mesle tient dans l’histoire de la Bretagne une place peu glorieuse. En effet

Gouverneur de Quimperlé sous la ligue il a fuit la ville, avec des femmes, à moitié nu en pleine nuit pour se réfugier dans son manoir de Chateaugal ou il serait resté cacher.

La tradition populaire ajoute aussi à cette lâcheté une avarice sordide.

Origine :          

                        Le texte de la complainte figure dans le Barzaz Breiz édité en 1867.

            Il y est dit que mademoiselle Marie de Blois serait l’auteur de la découverte de cette Gwerz que Hersart de la Villemarqué  aurait aussi entendu chanté en pays Leon.

Paroles :

 

             I

Ar bennherez a Geroulas
He devoa un diduel vras
En ur c’hoari diouzh an dizez
Gant bugale an aotrounez

Evit ar bloaz n’he deus ket graet
Rak he danvez na aotre ket
Emzivadez eo a-berzh tad
Grad-vat he c’herent a vez mat

“Va holl gerent a du va zad
N’o deus biskoazh karet va mad
Nemet c’hoantaet va marv
Da gaout war-lerc’h va madoù

                 II

“Ar bennherez a Geroulas
He deus hiriv plijadur vras
O tougen ur sae satin gwenn
Ha bokedoù aour war he fenn

Ned eo ket botoù lasenet
Boas ar bennherez da gaouet
Boteier seiz ha loeroù glas
Boas ur bennherez Keroulas”

Evel-se a gomzed er sal
Pa zeue ‘r bennherez er bal
Rak markiz Melz oa erruet
Gant he vamm hag heul bras-meurbet

“Me garje bezañ koulmig c’hlas
War an doenn a Geroulas
Evit klevet ar gomplidi
Etre he vamm ha va hini

Me a gren gant pezh a welan
N’eo ket hep soñj int deut amañ
Eus a Gernev, pa zo en ti
Ur bennherez da zimeziñ

Gant he vad hag he anv brudet
Ar markiz-se din na blij ket
Hogen Kerdomas pellik zo
A garan, a garin atav”

Nec’het oa ivez Kerdomas
Gant an dud deut da Geroulas
Karout eure ar bennherez
Hag a lavare alies :

“Me garje bezañ eostig-noz
Er jardin war ur bodig roz
Pa zeufe da zastum bleunioù
Ni ‘n em welfe eno hon-daou

Ma garje bezañ krakhouad
War al lenn a walc’h he dilhad
Evit glebiañ va daoulagad
Gant an dour a c’hleb he daoudroad”

III

Na Salaun a zegouezhas
Da sadorn-noz e Keroulas
War e varc’hig du d’ar maner
‘Vel ma oa boazet da ober

War an nor borzh pa ‘n eus skoet
Ar bennherez ‘n eus digoret
Ar bennherez, o tont er-meaz
O reiñ un tamm boued d’ur paour keazh

“Pennherezig, din leveret,
Peleac’h eo ho tudjentiled ?
– Aet int da gas ar chas d’an dour
Salaun, kae prim d’o sikour

– Ned eo ket evit dourañ chas
Ez on deuet da Geroulas
Nemet evit ober al lez
Ra viot furoc’h, pennherez”

IV

Ar bennherez a lavare
D’he mamm itron, en dervezh-se :
“Abaoe ‘mañ ar markiz amañ
Va c’halon zo deut da rannañ

Va mamm itron, ha me ho ped,
D’ar markiz Melz n’em roit ket
Va roit kent da Berrarrun
Pe, mar kirit, da Salaun

Va roit kent da Gerdomas,
Hennezh en deus ar muiañ gras
E ti-mañ e teu alies
Hag e lezit din ober lez

– Kerdomas, din-me leveret,
Da Gastelgall ha c’hwi zo bet ?
– Da Gastelgall ez on-me bet
Mad, m’hen toue, n’em eus gwelet

Mad, m’hen toue, n’em eus gwelet
Nemet ur gozh sal mogedet
Ha prenestroù hanter torret
Ha dorojoù bras keflusket

 Nemet ur gozh sal mogedet
Ennañ ur c’hwregig kozh louet
O trailhañ foenn d’he c’haboned
Mar defe kerc’h na refe ket

 
           IV suite

          Gaou a livirit, Kerdomas,
Ar markiz zo pinvidik-bras
E zorojoù zo arc’hant gwenn
E brenestroù zo aour melen

Hounnezh a vezo enoret
A vezo gantañ goulennet
– N’em bezo, mamm, enor ebet
Nag ivez n’e c’houlennan ket

– Va merc’h, ankounit an holl-se
Tra kent ho mad ne zalc’han-me
Roet ar gerioù, an dra zo graet
D’ar markiz viot dimezet”

Itron Keroulas a gomze
Ouzh ar bennherez evel-se
Dre m’he doa erez er galon
Ha oa Kerdomas he mignon

“Ur walenn aour hag ur sined
Gant Kerdomas oant din roet
O c’hemeris en ur ganañ
Me o azroy en ur ouelañ

Dal, Kerdomas, da walenn aour,
Da sined, da garkanioù aour,
N’on ket lezet d’az kemeret
Miret da zraoù ne dlean ket”

         

          V

Kriz vije ‘r galon na ouelje
E Keroulas neb a vije
O welet ar bennherez keazh
O poket d’an nor pa’z ea meaz

“Kenavo, ti bras Keroulas,
Biken ennoc’h na rin ur paz
Kenavo, ma amezeien,
Kenavo bremañ, da viken”

Peorien ar barrez a ouele
Ar bennherez o frealze :
“Tavit, peorien, na ouelet ket,
Da Gastelgall deut d’am gwelet

Me a roy aluzenn bemdez
Teir gwech sizhun, dre garantez,
Triwec’h palevarzh a winizh
A gerc’h ivez kerkoulz hag heiz”

Ar markiz Melz a lavare
D’e c’hwreg nevez pa he c’hleve :
“‘Vit kement-all na refot ket
Rak va madoù na badfent ket

– Va aotrou, hep kaout ho re,
Me roio aluzenn bemdez
Evit dastumiñ pedennoù
Goude hor marv, d’hon eneoù”

VI

Ar bennherez a lavare
E Kastelgall, daou viz goude :
“Ne gavfen ket ur c’hannader
Da zougen d’am mamm ul lizher ?”

Ur pajig yaouank a gomzas
Ouzh an itron pa he c’hlevas :
“Skrivit lizherioù, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet”

Koulskoude ul lizher skrivas
Ha d’ar paj e-berr e roas
Gant gourc’hemenn evit e gas
Raktal d’he mamm da Geroulas

Pa erruas al lizher ganti
A oa er sal oc’h ebatiñ
Gant lod tudjentil eus ar vro
Ha Kerdomas a oa eno

P’he doa-hi al lizher lennet
Da Gerdomas ‘deus lavaret :
“Likit dipra kezeg raktal
Ma’z aimp fenoz da Gastelgall”

Itron Keroulas c’houlenne
E Kastelgall pa errue :
“Netra nevez zo en ti-mañ
P’eo stegnet ar perzhier giz-mañ ?

– Ar bennherez oa deut amañ
A zo marv en nozvezh-mañ
– Ma eo marv ar benneherez
Me a zo he gwir lazherez !

Meur wech he doa din lavaret :
D’ar markiz Melz n’em roit ket
Va roit kent da Gerdomas
Hennezh en deus ar muiañ gras”

Kerdomas ha ‘r vamm dizeürus
Skoet gant un taol ken truezus
Zo en em ouestlet da Zoue
Er c’hlaostr du, evit o buhez