{"id":522,"date":"2019-03-20T09:33:49","date_gmt":"2019-03-20T08:33:49","guid":{"rendered":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/?p=522"},"modified":"2025-12-03T17:16:39","modified_gmt":"2025-12-03T16:16:39","slug":"ur-spont-bras-eil-1","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/?p=522","title":{"rendered":"Ur spont bras"},"content":{"rendered":"\n<details class=\"wp-block-details is-layout-flow wp-block-details-is-layout-flow\"><summary><\/summary>\n<p>       Ma lakae Fa\u00f1ch e dreid en iliz a-wecho\u00f9, n&#8217;ouzon ket hag-e\u00f1 e krede kalz en Aotrou Doue. Un dra a ouzon mat : an diaoulo\u00f9, ar speso\u00f9, al lutuned, ar c&#8217;horriged hag an hoperien-noz&nbsp; ne oant evita\u00f1 nemet kaozio\u00f9 gwrac&#8217;hidi. Dispont e oa ha dinec&#8217;h rak e skeud ha, war e gonte, n&#8217;en devoa bet anaon nemet ur wech en e vuhez. Ha setu penaos e oa c&#8217;hoarvezet kement-se ganta\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p>      Aet e oa d&#8217;ober ur gwel d&#8217;ur c&#8217;henderv dezha\u00f1 a oa o terc&#8217;hel tiegezh en tu all da Vrasparz. E zilhad sul a oa ganta\u00f1: tok nevez boulzennet, chupenn zu giz Pleiben hag un turbant glas en-dro&nbsp; d&#8217;e zargreiz. A-raok en em gavout e ti e genderv e ranke treuzi\u00f1 ur c&#8217;hoad bras ha digavandenn ha, p&#8217;en em gavas er c&#8217;hreiz anezha\u00f1, dindan ar gwez bras, e oa deuet an noz te\u00f1val pell a oa. Yen ha sioul e oa an amzer ha ne gleve trouz ebet nemet hini e dreid e-unan o kerzhout war ar gwiskad delio\u00f9 sec&#8217;h a c&#8217;holoe ar wenodenn.<\/p>\n\n\n\n<p>     lakae Fa\u00f1ch e dreid en iliz a-wecho\u00f9, n\u2019ouzon ket hag-e\u00f1 e krede kalz en Aotrou Doue. Un dra a ouzon mat : an diaouled, ar speso\u00f9, al lutined, ar c\u2019horriganed hag ar hoperien-noz ne oant evita\u00f1 nemet kaozio\u00f9 gwrac\u2019hed. Dispont e oa ha n\u2019en-doa bet aon nemet ur wech en e vuhez. Ha setu penaos e oa c\u2019hoarvezet kement-se ganta\u00f1. Aet e oa d\u2019ober ur weladenn d\u2019ur c\u2019henderv dezha\u00f1 a oa o terc\u2019hel tiegezh en tu all da Vrasparzh. E zilhad sul a oa ganta\u00f1 : un tog nevez voulouzennet, ur chupenn zu giz Pleiben hag un turbant glas en-dro d\u2019e zargreiz. A-raok en em gavout e ti e genderv e ranke treuzi\u00f1 ur c\u2019hoad bras ha, p\u2019en em gavas er c\u2018hreiz anezha\u00f1, dindan ar gwez bras, e oa deuet an noz te\u00f1val pell a oa. Yen a sioul e oa an amzer ha ne gleve trouz ebet nemet hini e dreid e-unan o kerzhet war ar gwisk delio\u00f9 sec\u2019h a c\u2019holoe ar wenodenn.&nbsp;A-benn ur pennad e seblantas dezha\u00f1 klevet unan-bennak o tont war e lerc\u2019h. Ur harp a reas hag e tistroas da sellet a-dre\u00f1v e gein ; met ne welas den hag e kendalc\u2019has gant e hent.<\/p>\n\n\n\n<p>A-vec\u2019h e oe kroget a-nevez da vale,\nma klevas adarre ar memes trouz ha ma chomas en arvar o klask gouzout piv pe\nbetra a oa o tont d\u2019e heul. Setu e\u00f1 neuze o chom a-sav ur wech all da rein un\ntaol lagad dreist e skoaz, met ne oa seurt war ar wenodenn.<\/p>\n\n\n\n<p>       Ur tammig nec\u2019h a grogas enna\u00f1 hag e tifretas da gerzhet a-gammedo\u00f9 bras. Kerkent ec\u2019h adkrogas an trouz, evel ma vije bet un den pe ul loen war e seulio\u00f9. Ha Fa\u00f1ch da redek strafuilhet a-greiz holl, e-keit ha ma kreske tizh an hini a seblante o tispenn e roudo\u00f9. Dre ma c\u2019haloupe, e tene so\u00f1j dezha\u00f1 eus ar c\u2019haozio\u00f9 e\u00f1 doa klevet e korn an oaled, pa oa bihan, hag e kredas emede o vont da veza\u00f1 sammet gant an droug spered pe ur spes bennak deuet eus ar bed all. Ha, re-bar ul loen pennfollet, e sailhas diraza\u00f1, heb ober van ouzh ar bodo\u00f9 keuneud a stoke ouzh e fas.<\/p>\n\n\n\n<p>Gant ar bec\u2019h a rae e redadeg hag gant ar c\u2019horfad aon a oa\nenna\u00f1 &nbsp;e tivere ar c\u2019hwezenn diouzh e\ndal. Evel ur c\u2019hi difelc\u2019het e troc\u2019has lev e-pad pell, o kinnig mouga\u00f1\na\u2013wecho\u00f9 gant e alan&nbsp; o vankout dezha\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p>Difluka\u00f1 a reas pa erruas er porzh, dirak ti e genderv. Ur\nbleukad a roas d\u2019an nor hag e lammas en ti, dirak an dud sabatuet ouzh e welet\nken spontet. Hogen neuze e oa darbet dezha\u00f1 stroba\u00f1 gant ar penn eus e durbant\no ruza\u00f1 war an douar etre e zivesker\u2026<\/p>\n\n\n\n<p>Ha kerkent e komprenas e oa bet an turbant-se, o tont a-stlej d\u2019e heul war zelio\u00f9 sec\u2019h ar c\u2019hoad, kiriek d\u2019e gorfad spont, ha diwar neuze n\u2019en doe kredenn ebet ken el lutined&nbsp;!.&nbsp; &nbsp;<\/p>\n<\/details>\n\n\n\n<p>Ma lakae Fa\u00f1ch e dreid en iliz a-wecho\u00f9, n&#8217;ouzon ket hag-e\u00f1 e krede kalz en Aotrou Doue. Un dra a ouzon mat : an diaoulo\u00f9, ar speso\u00f9, al lutuned, ar c&#8217;horriged hag an hoperien-noz\u00a0 ne oant evita\u00f1 nemet kaozio\u00f9 gwrac&#8217;hidi. Dispont e oa ha, war e gonte, n&#8217;en devoa bet anaon nemet ur wech en e vuhez. Ha setu penaos e oa c&#8217;hoarvezet kement-se ganta\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p>Aet e oa d&#8217;ober ur gwel d&#8217;ur c&#8217;henderv dezha\u00f1 a oa o terc&#8217;hel tiegezh en tu all da Vrasparz. E zilhad sul a oa ganta\u00f1: tok nevez boulzennet, chupenn zu giz Pleiben hag un turbant glas en-dro\u00a0 d&#8217;e zargreiz. A-raok en em gavout e ti e genderv e ranke treuzi\u00f1 ur c&#8217;hoad bras ha, p&#8217;en em gavas er c&#8217;hreiz anezha\u00f1, dindan ar gwez bras, e oa deuet an noz te\u00f1val pell a oa. Yen ha sioul e oa an amzer ha ne gleve trouz ebet nemet hini e dreid e-unan o kerzhout war ar gwiskad delio\u00f9 sec&#8217;h a c&#8217;holoe ar wenodenn. A-benn ur pennad e seblantas dezha\u00f1 klevet unan-bennak o tont war e lerc\u2019h. Ur harp a reas hag e tistroas da sellet a-dre\u00f1v e gein ; met ne welas den hag e kendalc\u2019has gant e hent.<\/p>\n\n\n\n<p>A-vec\u2019h e oe kroget a-nevez da vale,\nma klevas adarre ar memes trouz ha ma chomas en arvar o klask gouzout piv pe\nbetra a oa o tont d\u2019e heul. Setu e\u00f1 neuze o chom a-sav ur wech all da rein un\ntaol lagad dreist e skoaz, met ne oa seurt war ar wenodenn.<\/p>\n\n\n\n<p>Ur tammig nec\u2019h a grogas enna\u00f1 hag e tifretas da gerzhet a-gammedo\u00f9 bras. Kerkent ec\u2019h adkrogas an trouz, evel ma vije bet un den pe ul loen war e seulio\u00f9. Ha Fa\u00f1ch da redek strafuilhet a-greiz holl, e-keit ha ma kreske tizh an hini a seblante o tispenn e roudo\u00f9. Dre ma c\u2019haloupe, e teue so\u00f1j dezha\u00f1 eus ar c\u2019haozio\u00f9 e\u00f1 doa klevet e korn an oaled, pa oa bihan, hag e kredas emede o vont da veza\u00f1 sammet gant an droug spered pe ur spes bennak deuet eus ar bed all. Ha, re-bar ul loen pennfollet, e sailhas diraza\u00f1, heb ober van ouzh ar bodo\u00f9 keuneud a stoke ouzh e fas.<\/p>\n\n\n\n<p>Gant ar bec\u2019h a rae e redadeg hag gant ar c\u2019horfad aon a oa\nenna\u00f1 &nbsp;e tivere ar c\u2019hwezenn diouzh e\ndal. Evel ur c\u2019hi difelc\u2019het e troc\u2019has lev e-pad pell, o kinnig mouga\u00f1\na\u2013wecho\u00f9 gant e alan&nbsp; o vankout dezha\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p>Difluka\u00f1 a reas pa erruas er porzh, dirak ti e genderv. Ur\nbleukad a roas d\u2019an nor hag e lammas en ti, dirak an dud sabatuet ouzh e welet\nken spontet. Hogen neuze e oa darbet dezha\u00f1 stroba\u00f1 gant ar penn eus e durbant\no ruza\u00f1 war an douar etre e zivesker\u2026<\/p>\n\n\n\n<p>Ha kerkent e komprenas e oa bet an turbant-se, o tont a-stlej d\u2019e heul war zelio\u00f9 sec\u2019h ar c\u2019hoad, kiriek d\u2019e gorfad spont, ha diwar neuze n\u2019en doe kredenn ebet ken el lutined&nbsp;!.<\/p>\n\n\n\n<p><\/p>\n\n\n\n<p>&nbsp; &nbsp; Extrait de \u00ab E skeud Tour Bras Sant Jermen \u00bb<\/p>\n\n\n\n<p>Yeun ar Gow ( n\u00e9 \u00e0 Pleyben en 1897 mort \u00e0 Gouezec en 1966)      https:\/\/fr.wikipedia.org\/wiki\/Yeun_ar_Gow <\/p>\n\n\n\n<p>Une grande frayeur !&nbsp; <\/p>\n\n\n\n<p>     Si Fa\u00f1ch mettait parfois les pieds \u00e0 l\u2019\u00e9glise, je ne sais pas s\u2019il croyait en Dieu. Une chose est s\u00fbre : Les diables, les fant\u00f4mes, les lutins, les korrigans, les revenants n\u2019\u00e9taient pour lui que des racontars de sorci\u00e8res. Il \u00e9tait intr\u00e9pide et n\u2019avait eu peur qu\u2019une fois dans sa vie. Et voici comment cela lui fut arriv\u00e9. <\/p>\n\n\n\n<p>      Il \u00e9tait all\u00e9 rendre visite \u00e0 un cousin qui tenait une ferme de l\u2019autre c\u00f4t\u00e9 de Brasparts. Il avait rev\u00eatu ses habits du dimanche, un chapeau neuf garni d\u2019un ruban de velours, une veste noire \u00e0 la mode de Pleyben et un turban bleu autour de la taille. Avant d\u2019arriver chez son cousin, il devait traverser un grand bois et, quand il se trouva en son milieu, sous les grands arbres, la nuit noire \u00e9tait tomb\u00e9e depuis longtemps. Il faisait froid et le temps \u00e9tait calme, il n\u2019entendait aucun bruit si ce n\u2019est celui de ses pieds foulant la couche de feuilles s\u00e8ches qui recouvrait le chemin. <\/p>\n\n\n\n<p>     <em>Au bout d\u2019un moment il lui sembla entendre quelqu\u2019un le suivre. Il s\u2019arr\u00eata et se retourna pour regarder en arri\u00e8re mais il ne vit rien et poursuivit son chemin. Il avait&nbsp; \u00e0 peine repris sa marche, qu\u2019il entendit \u00e0 nouveau le m\u00eame bruit et l\u00e0 il se sentit en danger, cherchant \u00e0 savoir qui \u00e9tait celui ou quelle \u00e9tait la chose en train de le suivre. Il s\u2019arr\u00eata alors une nouvelle fois pour jeter un coup d\u2019\u0153il par-dessus son \u00e9paule, mais il n\u2019y avait rien sur le sentier.<\/em><\/p>\n\n\n\n<p><em> <\/em>    <em>Il se donna un peu de courage et se d\u00e9cida \u00e0 marcher \u00e0 grandes enjamb\u00e9es. Aussit\u00f4t le bruit reprit ; c\u2019\u00e9tait comme s&#8217;il y avait une personne ou un animal sur ses talons. Et voil\u00e0 Fa\u00f1ch qui se met \u00e0 courir au comble de l\u2019inqui\u00e9tude, \u00e0 mesure qu\u2019augmentait la vitesse de celui qui semblait effacer ses propres traces. Pendant qu\u2019il courait, il lui venait en m\u00e9moire les conversations qu\u2019il avait entendues au coin du feu, lorsqu\u2019il \u00e9tait petit et il pensa qu\u2019il \u00e9tait emport\u00e9 par le mauvais esprit ou&nbsp; par un fant\u00f4me venu de l\u2019au-del\u00e0. Et, tel un animal affol\u00e9, il bondit en avant sans prendre attention aux branchages qui lui fouettaient le visage. <\/em><\/p>\n\n\n\n<p><em>La peine qu\u2019il avait \u00e0 courir et la peur qui l\u2019envahissait lui donnaient des sueurs qui coulaient sur son front. Comme un chien d\u00e9rat\u00e9, il parcourut une lieue en peu de temps, perdant parfois sa respiration \u00e0 s\u2019\u00e9touffer. <\/em><\/p>\n\n\n\n<p><em>D\u2019un bond il arriva dans la cour devant la maison de son cousin. Il donna une bourrade \u00e0 la porte et surgit dans la maison, devant les gens stup\u00e9faits de le voir si effray\u00e9. Mais c\u2019est alors qu\u2019il se sentit g\u00ean\u00e9 par l\u2019extr\u00e9mit\u00e9 de son turban qui tra\u00eenait entre ses jambes sur le sol\u2026<\/em><\/p>\n\n\n\n<p>    <em>Et aussit\u00f4t il comprit que c\u2019\u00e9tait ce turban, en tra\u00eenant derri\u00e8re lui sur les feuilles s\u00e8ches du bois qui \u00e9tait la cause de son acc\u00e8s de frayeur, et \u00e0 partir de cet instant, il ne cr\u00fbt jamais plus aux lutins&nbsp;! &nbsp;&nbsp;<\/em><\/p>\n\n\n\n<p><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ma lakae Fa\u00f1ch e dreid en iliz a-wecho\u00f9, n&#8217;ouzon ket hag-e\u00f1 e krede kalz en Aotrou Doue. Un dra a<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"advgb_blocks_editor_width":"","advgb_blocks_columns_visual_guide":"","_s2mail":"yes","footnotes":""},"categories":[15],"tags":[],"class_list":["post-522","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-langue","comments-off"],"author_meta":{"display_name":"hervic","author_link":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/?author=1"},"featured_img":null,"coauthors":[],"tax_additional":{"categories":{"linked":["<a href=\"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/?cat=15\" class=\"advgb-post-tax-term\">Langue<\/a>"],"unlinked":["<span class=\"advgb-post-tax-term\">Langue<\/span>"]}},"comment_count":0,"relative_dates":{"created":"Publi\u00e9 7 ans il y a","modified":"Mis \u00e0 jour 5 mois il y a"},"absolute_dates":{"created":"Publi\u00e9 le 20 mars 2019","modified":"Mise \u00e0 jour le 3 d\u00e9cembre 2025"},"absolute_dates_time":{"created":"Publi\u00e9 le 20 mars 2019 9h33","modified":"Mise \u00e0 jour le 3 d\u00e9cembre 2025 17h16"},"featured_img_caption":"","series_order":"","_links":{"self":[{"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/522","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcomments&post=522"}],"version-history":[{"count":23,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/522\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":9100,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/522\/revisions\/9100"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fmedia&parent=522"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcategories&post=522"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/kevrenn-larochelle.fr\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Ftags&post=522"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}