Un Deiz kentañ ar bloaz ken dibar ! – Un jour de l’An bien particulier !

Nag un droad ! – Quelle expédition !

(Lodenn gentañ – 1ère partie)

Glav hag avel a vez alies e Bro-Dreger d’an Deiz kentañ ar bloaz. Kement hini eo ret dezhañ  mont e-maez d’an deiz-se a oar penaos en  em ziwall ouzh an amzer fall. Met ar wech-mañ e oa divalavoc’h c’hoazh an amzer eget da gustum.
   Un avel arajet o c’hwezhañ eus ar mor a vounte ar c’houmoul en oabl du ar goañv hag a skube  pep tra gant un nerzh diarzhus. Diehan e tarc’haoue pakadoù dour sklaset war kefioù gleb ar gwez, war toennoù ha mogerioù an tier serret mat, enne klouadur ar mintin. 
   War hent al Lannoù e oa daou zen, Pott ha Tontoñ, bountet a-dreuz gant ar barradoù-glav. En em zifretañ a raent evel margodennoù war al leurenn, ken dotuet, skourjezet ha taget ma vezent.
   Skarzhet e oant bet e-maez eus o lojeiz da darzh an deiz abalamour d’un dever groñs a gase anezhe d’ar bourk evit mont da welet sekretour an ti-kêr, ar person, an touller-bezioù hag ar munuzer.
   O amezeg ha kamarad Jeff en doa bet ar mennozh droch da dremen e-pad an noz hag e intañvez e doa goulennet digante kemer ar garg  a “déclarants”.
   A-raok mont d’ar bourk e oant aet da welet pevar amezeg e oa bet lakaet da vezañ dougerien. Ret e oa bet stokañ hag adstokañ gwerennoù, ober hetoù, evañ hag evañ adarre. Ha bremañ e oant o vont war-zu ar bourk dindan ur vombezadenn faezhus a zour hag a avel. Ne gaozeent ket kalz, ken diaes e oa dezhe tennañ o alan.Un estlammeden nemetken, atav ar memes hini, a oa gante : “ O trible !”
   Ur wech erruet er bourk, ne oa anezhe nemet peñseidi trebarzhet gant ar glav.
   Bloavezh mat a hetjont d’ar person o degemeras e-giz ma ranker ober. Er gegin , ma oa enni un tantad brav er siminal, e oa diskennet gante, en ul lonkadenn, ur werennad vras a rom. Ha goude-se, ur grog tomm berv ac’h eas gante, diskennet a lonkadennoù  rannet a-veradoù. Un nerzh nevez a vleunias enne. Neuze nemetken e lârjont d’ar person perak e oant deuet da welet anezhañ hag e tivizjont gantañ ar pezh e oa ret d’ober evit obidoù Jeff, a ranke bezañ lakaet en douar an deiz war lec’h da ziv eur.
Pa oa echu gant ar presbital, e oa dav mont da welet an douger-arched evit urzhiañ ar c’harr-kañv ha da brenañ, en ti ar marc’hadour a werzhe traoù evit an obidoù, ur pezh gurunnen-gañv a-berzh an intañvez.
Hemañ a oa ur farser bras, prest atav da lakaat an dud da c’hoarzhin hag ezel eus begenn al lonkerien !
   Ar gurunenn hag ar groas vras a vezer kustum da gas da di an hini marv, ne oent ket kemeret gante, divizet ma oa bet dastum anezhe e fin an devezh pa vije kaset da benn tout an traoù o devoe d’ober. Mont  a raent goude-se da gaout an touller-bezioù. Hetoù a voe graet adarre gant evadegoù d’o heul.
   Kroget mat e oa an devezh hag hon daou vignon, sec’hed bras bepred gante.Hag int a gendalc’has war o lañs d’ober ur weladenn da bep ostaleri ar vro, hep ankouaat hini ebet. Paotred mat a zo ac’hanomp !
Gwelet  e voent goude-lein e tier kerent niverus ha mignonned o devoe er bourk, o tebriñ un tamm amañ, un tamm aze hag o evañ adarre evel-just, un tammig  livaj ruz war o zivjod , gouest bepred da boelladiñ ha da varn reizh memestra !
Peder eur e oa moarvat  pa  errujont e ti sekretour an ti-kêr a varilhas mortuaj ar paour-kaezh Jeff.
  Mall e oa , mall bras e oa, o soñjal en distro. Skeiñ a rejont buan war-zu ar presbital ha ti an douger-arched evit dastum ar groaz hag ar gurunnen ha…..Yao!…d’ar gêr! 
   Nebeutoc’h a avel a oa bremañ ha ne oa ket barradoù glav nemet ur wech an amzer.
O vale prim e vije lonket buan ar pemp kilometrad beaj.Ya‘vat!…
Met, ret e oa tennañ kont eus an treitour a alkool a rae e labour dre-guzh en o divhar…
 
Dans notre Trégor , le temps est souvent au vent et à la pluie le jour de l’An. Quiconque est obligé de sortir ce jour-là, sait comment se protéger du mauvais temps. Mais cette fois-ci, les éléments étaient encore plus déchaînés que de coutume.
   Un vent rageur, soufflant de la mer, poussait les nuages dans le ciel noir de l’hiver et balayait tout avec une force irrésistible. Sans relâche, il plaquait des trombes d’eau glacée aux troncs ruisselants des arbres , aux toits et aux murs des maisons repliées sur leur tiédeur matinale.
   Sur le chemin du Lannou, deux hommes, Pott et Tonton, pris de biais par les bourrasques, se démenaient comme marionnettes en scène, poussés, bousculés, flagellés.   
    Un devoir impérieux les avait jetés hors du logis, à la pointe de l’aube, et les menait au bourg afin de voir le secrétaire de mairie, le curé, le fossoyeur et le menuisier. 
  Leur voisin et camarade, Jeff, avait eu la malencontreuse idée de trépasser pendant la nuit et sa veuve les avait sollicités pour remplir la mission de « déclarants ».
  Avant d’aller au bourg, ils s’étaient rendus chez quatre voisins choisis comme porteurs. Il avait fallu trinquer et encore trinquer, porter des vœux, boire et reboire. Et les voilà se dirigeant vers le bourg sous le pilonnage harassant de la pluie et du vent. Ils ne parlaient guère, le souffle à tout moment défaillant. Seule, une exclamation, toujours la même, sortait de leurs bouches : « Oh, triblé ! »
  Lorsqu’ils arrivèrent au bourg, ils n’étaient plus que deux naufragés percés de pluie.
  Ils souhaitèrent la bonne année au curé qui les reçut comme il se doit. Dans la cuisine où, dans la cheminée, brûlait un bon feu, ils avalèrent d’un trait un grand verre de rhum. Puis ils burent à petites gorgées un grog brûlant. Ils en furent tout ragaillardis. Alors seulement , ils firent part au prêtre du motif de leur visite et arrêtèrent avec lui toutes les dispositions pour l’enterrement de Jeff qui aurait lieu à deux heures le lendemain.
Du presbytère, ils se rendirent chez le croque-mort afin de commander le corbillard et chez le vendeur d’articles funéraires pour acheter une énorme couronne mise au nom de la veuve. Le vendeur était un fameux plaisantin, ayant toujours le mot pour rire et de première force à la bouteille !
   Ils ne se chargèrent ni de la couronne, ni de la croix, décidés à les reprendre le soir, toutes affaires réglées. Ils virent ensuite le fossoyeur. Des vœux furent formulés, accompagnés de nouvelles libations.
  La journée  commençait bien et nos deux amis, toujours la gorge sèche, continuèrent sur leur lancée et visitèrent sans en omettre une seule, toutes les auberges du pays. Bon sang, c’est que nous avons du savoir-vivre !
L’après-midi les trouva chez de nombreux parents et amis dans le bourg, mangeant un morceau par-ci, un morceau par-là et rebuvant, bien sûr, un tantinet de rouge aux pommettes, mais toujours à même de raisonner et de juger sainement !
Il était bien quatre heures quand ils arrivèrent chez le secrétaire de mairie qui dressa l’acte de décès du pauvre Jeff. 
   Il était temps, il était plus que temps de songer au retour. Ils filèrent vite à la cure et aux pompes funèbres prendre croix et couronne et … fouette cocher ! … en route ! 
  Le vent s’était calmé maintenant et les averses elles-mêmes lassées. En courant grand largue, les cinq kilomètres de trajet seraient vite avalés. Oui !… Mais voilà, il fallait compter avec ce coquin d’alcool qui faisait dans leurs jambes, son travail de sape…



  

D’ar gêr bremañYa, met setu amañ an dalc’h ! – Au bercail maintenant ... Oui, mais voilà le problème !

( Eil lodenn – 2ème partie )


En hanter-hent ec’h ehanas Pott evit dizourañ. Kenderc’hel a reas Tontoñ, o troidellañ, o soñjal e vije adtapet diouzhtu. Siwazh ! Kompren a reas, hep gortoz muioc’h, ne vije ket heuliet ken. Daoust  dezhañ digeriñ e  zivskouarn, ne oa klevet gantañ nemet fraoñv an avel hag hiboud an dour o redek e-traon ar c’hleuzioù. Mont a reas war e-giz hag e kavas e gomper el lec’h ma oa bet lezet gantañ. Met ne oa ket ken en e-sav. Kouezhet e oa en ur poull tost d’an hent ha Pott d’en em zifretañ ennañ. Klask a rae mont en e sav. Met tro gwenn a rae bewech. 
Harpañ a reas Tontoñ ar groaz war ar c’hleuz. Gant e zorn e tapas krog e Pott hag e savas anezhañ en e sav, glebiet mat. Lemel a reas e borpant, e jiletenn hag e vragoù gant aon na vije bet tapet gant e vignon kozh un taol gwad  hag e waskas anezhe evit riñsañ an dour a oa e-barzh.
   Pa oa gwisket Pott e tastumas Tontoñ  ar gurunenn hag e kemeras an hent adarre, o sankañ un tammig tizh evit c’hwezhañ un tamm tommder e korf e vignon. 
Bale a rejont tri  c’hant metrad evel-se betek al Lannoù. Aze e soñjas Tontoñ ne oa ket ar groaz gantañ ken. 
  Gast ! Ankoue’et en doa ar groaz  war ar c’hleuz  p’en doa harpet anezhi evit reiñ  sikour da Pott. Ha ne oa ket anv da vont pelloc’h hep mont d’he c’hlask !  
   Tri c’hard eur diwezhatoc’h e errujont e Ti Maen, e penn o beaj. Met, o vont e-barzh kambr an den marv e oa un afer all ! Diaes e vo d’ar re a oa eno disoñjal. Da gentañ e voe toset an nor gant un taol glin nerzhus. Ha goude-se e tigoras gant un trouz bras hag a skoas ken kreñv war ar voger ma c’hourlemmas ar veilherien aet don en o soñjoù, o fedennoù hag o hunvreoù. Hag e tarzhas Tontoñ war an treuzoù, ar  groaz en a-raok.Tri c’hammed a reas en trepas strizh a chome etre ar c’hadorioù ha daou gammed all war e-giz.
  Goude argadiñ un eil gwech, e tizhas plantañ ar groaz e-harz ar gwele, a-blom pe war-dro, ar beg harpet ouzh ar voger hag e kouezhas war ur gador a oa  aze, gant un taol chañs. Pott a zeuas e-barzh d’e dro, distabiloc’h c’hoazh e gerzhed  eget hini e gomper. Mont a reas betek ar gwele, oc’h ober  gaou ouzh treid ar veilherien. Tost ouzh ar gwele  e oa an trabaser daonet a Yann Gozh war e zaoulin o tibunañ an De Profondis. 
Pott a glaskas lakaat ar gurunenn war dreid an hini marv hep dont a-benn. Dre ma oa re verr e zivrec’h,  ne zeuas nemet a-benn da wiskañ Yann gant un doare kravatenn !  Strafuilhet ma oa Yann e lammas en e sav gant ar  gelc’henn dic’hortoz-se en-dro d’e c’houg ! 
Gant diampartiz e klaskas Pott reiñ un tamm digoll, o tistrobañ ar paour-kaezh Yann deus e garg. Biken ne vije  ket bet  kad da zont a-benn paneve un amezeg madelezhus o sikour anezhañ.
 An arvesterien a starde o meilhoù-dorn war o c’hofioù, ha poan vras  e kigennoù o dremmoù, ken diaes e oa ar strivoù a raent evit tremen hep tarzhañ da c’hoarzhin, d’ur mare ken grevus, en ul lec’h ken sakr…
   An dud a ne oant evit padout ken  gant ar c’hoant didrec’hus da lemel ar stouvell a dec’has kuit eus an ti  hag en em gavas e-maez o c’hoarzhin ken na c’hoarzhent !
 Pott, goude bezañ e em lezet da gouezhañ e penn ur bank, e oa tapet gant ur c’housk don,  kousk an den just. An deiz war-lec’h n’o doa hon daou gomper eñvorenn  ebet diwar-benn  o riboderezh, nemet poan vras o doa en o fennoù hag en o bouzelloù. Daoust  hag-eñ e c’helled o zamall da vezañ aet  evel-se da ribotal ? Ma soñjer mat ne oa ket dre o gwall, un tammig bihan marteze…
An tamall a oa da lakaat war fest Deiz kentañ ar bloaz ha war an digemer hegarat a voe graet gant tud hon bro d’an deiz-se…Ne soñjas da zen neuze tamall anezhe !
   Ma! Pott a oa didrubuilh an eil ar viz Genver-se ha Tontoñ deus e tu ne oa ket  kement en e aez. Hir e voe ar mintin oc’h  en em stlejañ betek al lein. Pa oa echu ar pred e teredas amezeien ha mignonned da Di Maen. War gresk ec’h ae bepred an enkrez gant Tontoñ.
 Eñ, hag e veze anavezet  evit bezañ  ken sioul ne oa ket evit chom en e blas ken : un dra bennak e oa oc’h en em chalañ anezhañ. Met petra ta ? Dont a reas ar beleg da un eur evit ar sav-korf. Ne oa nemet pa welas ar person gwisket gant ur soupliz gwenn ma tarzhas ar sklerijenn en e benn : an arched ! Va Doue benniget ! Ankoue’et e oa bet an arched ! Ne oant ket aet da welet ar munuzer evit  urzhiañ unan…Nag ar vezh ! Pellgomzet e voe ouzh ar munuzer neuze. Dre chañs e oa unan gantañ, en e stal-labour, hag e voe kaset  gantañ war ar prim da Di Maen. Obidoù Jeff a voe lidet gant tri c’hard eur dale nemetken.
   Mard eo prizius ganeoc’h mignonnezh Pott ha Tontoñ, na  zamvenegit biskoazh diraze avanturioù daou dest a zisoñjas urzhiañ, da  Deiz kentañ ar bloaz, arched an hini marv !
 

A mi-chemin , Pott s’arrêta pour se soulager. Tonton continua, à petite vitesse, zigzagant, s’imaginant qu’il serait bien vite rejoint. Las ! Il s’aperçut très vite qu’il n’était pas suivi. Il avait beau tendre l’oreille, il n’entendait que le sifflement du vent  et le murmure de l’eau courant dans les fossés. Il revint sur ses pas et trouva son compère là où il l’avait laissé, non plus debout, mais affalé dans une mare en bordure du chemin. Pott s’y débattait, essayant de se relever, mais échouant à chacune de ses tentatives . 
Tonton posa la croix sur le talus. D’une main, il empoigna Pott et le remis debout, tout ruisselant . Craignant que son ami ne fasse un coup de sang, il lui enleva veste, gilet et pantalon et les tordit en long et en large pour en extraire l’eau.
Pott rhabillé, Tonton ramassa la couronne et reprit la route, forçant l’allure pour ramener un peu de chaleur dans le corps de son ami. Ils parcoururent ainsi les trois cents mètres qui les menèrent au Lannou. C’est alors que Tonton se rendit compte qu’il n’avait plus la croix. 

 Tonnerre ! Il avait oublié la croix sur le talus où il l’avait posée pour porter secours à Pott. Il n’était pas question de poursuivre le chemin sans retourner la chercher !  
   Ce n’est donc que trois quarts d’heure plus tard qu’ils arrivèrent à Ti Maen, terme de leur voyage. 
Mais, entrer dans la chambre mortuaire était une autre affaire ! Ceux qui s’y trouvaient ne sont pas prêts de l’oublier. La porte fut heurtée d’un coup de genou énergique  et s’ouvrit avec fracas, frappant le mur  avec une telle violence que tous ceux qui étaient en train de veiller, plongés dans leurs pensées, leurs prières et leurs rêves, sursautèrent. Tonton  parut au seuil de la porte, la croix portée à bout de bras. Il fit  trois pas en avant dans l’étroit passage aménagé entre les chaises puis deux autres pas en arrière.
Après avoir « chargé » une seconde fois, il réussit à planter la croix au pied du lit, à peu près d’aplomb, pointe appuyée au mur, puis il se laissa  choir sur une chaise  qui se trouvait là, fort à point, pour le recevoir. Pott entra à son tour, la démarche encore moins assurée que celle de son compère. Il arriva jusqu’au lit , non sans dommage pour les pieds des assistants. A toucher la couche, se trouvait à genoux ce vieux  gêneur de Yann Gozh, récitant le De Profondis
  Pott essaya, mais en vain, de poser la couronne sur les pieds du gisant. Les bras trop courts , il ne parvint qu’à la mettre au cou de Yann qui se dressa, effaré, porteur d’un carcan pour le moins inattendu !   
  Pott tenta, maladroitement, de réparer le mal, en débarrassant le pauvre Yann de son fardeau. Il n’y serait jamais parvenu sans l’intervention d’une charitable voisine.
 Les assistants se tenaient les côtes, contractant douloureusement les muscles du visage dans leurs efforts désespérés pour ne pas éclater de rire en un moment si grave et un lieu si sacré… 
   Ils ne purent se contenir plus longtemps et, avec cette envie irrépressible de se débonder, sortirent précipitamment de la maison et se retrouvèrent dehors, éclatant de rire comme jamais !
Pott, après s’être affalé sur le coin d’un banc, s’était endormi d’un sommeil profond, du sommeil du juste. Le lendemain , nos deux compères n’avaient pas le moindre souvenir de leur ribote, si ce n’est un méchant mal au crâne et aux intestins. Etaient-ils blâmables de s’être laissés entraînés à de tels excès ? A bien réfléchir, il n’y avait point de leur faute, ou si peu…
   Les vrais coupables, c’était la fête du jour de l’An et la cordialité de l’accueil que vous réservent les gens de chez nous, ce jour-là. … Personne ne songea d’ailleurs à leur jeter la pierre ! 
Pott, en ce 2 janvier, se montra insouciant, alors que Tonton, de son côté, ne se sentait pas à l’aise. La matinée se traîna, lente, jusqu’au déjeuner. A l’issue du repas, voisins et amis affluèrent à Ti Maen. L’inquiétude qui taraudait la cervelle de Tonton ne cessait de croître.
   Lui, d’ordinaire si calme , ne tenait plus en place : quelque chose  le tourmentait. Mais quoi ? Le prêtre arriva à une heure pour procéder à la levée du corps. La vue de l’officiant en surplis blanc fut pour lui comme un trait de lumière : le cercueil ! Mon Dieu ! On avait oublié le cercueil ! Ni lui ni Pott n’était passé chez le menuisier le commander … Quelle honte ! On téléphona au menuisier qui heureusement, en son atelier, avait une bière en réserve, qu’il apporta dare-dare à Ti Maen. Les obsèques de Jeff furent célébrées seulement avec trois quarts d’heure de retard. 
Si vous désirez conserver l’amitié de Pott et de Tonton, ne faites jamais allusion devant eux , aux tribulations de deux déclarants qui, un certain jour de l’An, oublièrent de commander le cercueil du mort ! 

Cette mésaventure est effectivement arrivée à l’un de mes grands-oncles, dans les années 1950, à Plougasnou. Ce cher grand-oncle, que j’ai un peu connu, était d’une grande sobriété et fut, ce jour fatidique du premier de l’An, entraîné dans une aventure dont il se serait bien passé. Mon père a écrit cette histoire en français. Elle a été traduite en breton par Patrick Brochier, éminent brittophone et grand celtisant rochelais, qui, pendant plusieurs années, apporta son concours aux leçons de breton que j’ai eu le plaisir d’animer au sein de la Kevrenn de La Rochelle. 

Y K miz Genver 2021  – Janvier 2021