Yann Fañch KEMENER

Yann Fañch Kemener : Na pebezh kaner ! ( Article Breton – Français)

Yann-Fañch Kemener a zo aet d’an anaon,e miz Meurz nebeut a zevezhioù a-raok an nevez hañv. Ne vo mui klevet e vouezh sklaer ha ken dibar,nemet a-drugarez d’an enrolladurioù niverus a zo bet graet gantañ e-pad an daou-ugent vloaz tremenet

Ganet oa e Sant-Trifin, ur gêriadenn vihan nepell diouzh Gouezeg ha Rostren, er bro Fañch ha Plinn evel ma devoa kustum da lavarout,  en ur familh paour diwar ar maez. E-pad e vugaleaj eo bet desavet e brezhoneg hag hor yezh a gomze en un doare ken bev   ha ken plijus.

Gallout e vefe bezañ bet ankouaet gantañ eus pelec’h  e teue, met ar c’hontrol eo bet. Stag eo chomet atav ouzh e vro, tomm ouzh ar brezhoneg hag ouzh sevenadur ar bobl.

Ha setu Yann-Fañch , pa oa ur paotr-yaouank, o vont da vale bro, e-pad ar bloavezhioù 1970, evit dastum gant e sonenroller  tonioù, gwerzioù kanet c’hoazh gant ar re-gozh a-raok ma vefent kollet ar ganaouennoù-se da viken.

Brudet e teuas da vezañ neuze e 1977 ( ne oa nemet ugent vloaz) o kanañ e “Kan ar Bobl”. Dont a reas goude-se da vezañ anavezet mat er bed ar festou-noz, o kanañ ar c’han ha diskan gant Erik Marchand ha gant kalz kanerien all ivez.

Ouzhpenn rein da c’houzout ar c’han hengounel en deus savet tonioù nevez ivez hag en deus kinniget deomp doareoù all da ganañ, evel ma c’hellomp klevet da skouer e unan eus e bladenn ziwezhañ: «Yann-Fañch Kemener Trio » e-lec’h ma respont brav-tre an akordeoñs hag ar gitar d’e vouezh splann.

Selaouit’ ta an ton dañs fisel kentañ eus ar bladenn-se : « An disput etre ar c’hernevad hag an tregeriad », pe an ton dañs fânch a oa kanet gwechall gant ar C’hoarezed Goadeg, hag e vezit bamet gant ar startijenn hag al lusk a vez roet gantañ en tonioù dañs-se.

Meur a bladennoù-all en deus enrollet evel-just !

E-touez  anezhe ez eus teir  bladenn a blij din kenañ , e-lec’h emañ o kanañ  gant Didier Squiban (gant ar piano) : « Enez Eusa, Ile-Exil, Kimiad ». Un dudi eo !

Yann-Fañch Kemener en deus skrivet :

« Stag deus an hengoun, pep hini, hervez e varregezh a c’hell diskouez pegen  pinvidik eo hon sevenadur  hag en deus kalz a draoù da lavarout deomp c’hoazh hiziv »

Setu aze un diviz brav a c’hell rein deomp fiziañs en amzer da zont !

                                                                                                        Y K miz Meurzh 2019

Yann Fañch Kemener : Ah quel chanteur !

Yann Fañch Kemener est décédé au mois de mars, peu de jours avant le printemps.

On n’entendra plus sa voix claire et si particulière, si ce n’est grâce aux nombreux enregistrements qu’il a effectués durant ces quarante dernières années.

Il était né à Ste Tréphine, une petite bourgade non loin de Gouézec et de Rostrenen, dans le pays Fañch et Plinn, ainsi qu’il avait coutume de dire, au sein d’une famille pauvre de la campagne. Pendant son enfance, il a été élevé en breton et il parlait notre langue d’une manière si vivante et si merveilleuse.

Il aurait pu oublier d’où il venait, mais c’est le contraire qui s’est produit. Il est toujours resté attaché à son pays , à la langue bretonne et à la culture populaire.

Et voici Yann-Fañch, jeune homme, parti battre la campagne, dans les années 1970, avec son magnétophone, pour collecter les airs, les gwerz qui étaient encore chantés par les vieux , avant que ces chants ne soient perdus à jamais.

Il devint alors célèbre en 1977 ( il n’avait que 20 ans) en chantant au « Kan ar Bobl ». Il devint ensuite bien connu dans le monde des fest-noz en chantant le kan ha diskan avec Eric Marchand et avec également bien d’autres chanteurs.

En plus de faire connaître le chant traditionnel, il a aussi composé de nouveaux airs et nous a offert de nouvelles manières de chanter, comme nous pouvons l’entendre par exemple dans l’un de ses derniers disques: « Yann-Fañch Kemener  Trio », dans lequel l’accordéon et la guitare donnent la réponse à sa voix claire.

Ecoutez donc le premier air de danse fisel de ce disque: « La dispute entre le cornouaillais et le trégorois » ou bien l’air de danse fañch qui était chanté autrefois par les sœurs Goadec et vous serez émerveillés par l’énergie et le rythme qu’il donne à ces airs de danse.

Il a bien sûr enregistré d’innombrables autres disques !

Il y en a trois parmi eux que j’aime beaucoup, dans lesquels il chante accompagné par Didier Squiban au piano : « Enez Euza », « Ile-Exil », « Kimiad ». C’est un enchantement !

Yann-Fañch Kemener a écrit :

    « Tout en étant attaché à la tradition, chacun de nous peut selon ses possibilités montrer combien notre culture est riche et combien elle peut encore nous apporter aujourd’hui »

Voilà un beau message qui peut nous donner confiance en l’avenir !

                                                                                Traduction  Y K,  25/03/19