Loeiz Ropars : Du kan ha diskan (1) au fest-noz (2) d’aujourd’hui !

  Anavezet e vez Loeiz Ropars evel an hini en deus roet ul lañs nevez d’ar fest-noz. 
Ganet e oa e Poullaouen e 1921 ha desavet eo bet e brezhoneg. N’eo nemet d’e bemp bloaz en deus desket e gentañ gerioù galleg pa’z eo aet d’ar skol. 
Loeiz Ropars est reconnu comme étant celui qui a donné un nouveau souffle au fest-noz .
Il est né à Poullaouen en 1921 et il a été élevé en breton. Ce n’est qu’à l’âge de cinq ans qu’il a appris ses premiers mots de français, lorsqu’il est allé à l’école.

An diskuliadenn – La révélation


Un degouezh dibar eo bet evitañ ar fest-noz kentañ bet gwelet gantañ pa oa bihan-tre c’hoazh. Ur fest-noz dornadeg e oa. Dre ma oa Loeiz re yaouank, e oa bet kaset da gousket an nozvezh-se. Met, dre dor ar gwele-kloz e welas e eontr Pêr o kanañ hag  o kas an abadenn en-dro, douget ma oa eñ gant un nerzh marzhel.
Sebezet e chomas  o welat an dud o tañsal, eürus da vezañ asambles goude an devezh-labour. An nozvezh-se ne ankoueo james. 
Diwezatoc’h, e 1932, e chomas bamet ivez dirak gouelioù ar Bleuñv-Brug e Brest. Adalek ar poent-se eo bet Loeiz sot gant ar c’han hag an dañs: kanaouennoù ha dañsoù e vro. 
Tro -dro da Boullaouen, e oa ivez meur a gouelioù hag a eurejoù hag e oant kaset en-dro alies gant kanerien kan-ha-diskan, pe gant sonerien binioù ha bombard.
 

Met, dre ma brasee, e wele Loeiz an hengoun o vont da get tamm ha tamm. An akordeoñs kromatik a gemere plas d’ar binviji hengounel hag an tonioù galleg a zeue da vezañ muioc’h-mui diouzh ar c’hiz, eget ar sonioù brezhoneg. N’helle ket Loeiz chom hep ober netra dirak an emdroadur-se.
Barrek e oa Loeiz war an studioù hag  e Roazhon ez eas  da studiañ war al lizhiri klasel, hep ankouaat ar brezhoneg a studias ivez gant entan. Hag eñ da grouiñ ur c’helc’h dañserien ha kanerien… e barzh ar Skol-Veur ! 
Kelenner war al lizhiri klasel e teuas da vezañ goude-se hag a gelennas ar galleg, ar gregach hag al latin e meur a liseoù, e Kemper, e Pont-‘n-Abad… 
Evit ar brezhoneg, en em lakaas da brientiñ un tammig e pep lec’h kentelioù evit al liseaned hag evit an dud-deuet ivez. Ne ankouaas ket kennebeut an daou entan all a oa ken tomm dezhañ abaoe e yaouankiz : an dañs hag ar c’han, ar c’han-ha-diskan dreist-holl.   
Le premier fest-noz qu’il vit, alors qu’il était encore tout petit, fut pour lui un évènement extraordinaire. C’était un fest-noz à l’occasion d’un battage. Comme Loeiz était trop jeune, on l’avait mis au lit ce soir-là. Mais, par la porte du lit-clos, il vit son oncle Pierre  en train de chanter et d’animer la soirée, comme porté par une énergie phénoménale.
Il resta ébahi  à regarder les gens danser, heureux d’être ensemble, après la journée de travail. Il n’oubliera jamais cette nuit-là.
Plus tard, en 1932, il resta également émerveillé devant les fêtes du Bleun-Brug à Brest. A partir de ce moment, Loeiz devint fou de chant et de danse : les chants  et les danses de son pays.
Autour de Poulllaouen, il y avait aussi de nombreuses fêtes et des mariages qui étaient souvent animés par des chanteurs de kan-ha-diskan ou par des sonneurs de biniou et de bombarde.

Mais, en grandissant, Loeiz voyait la tradition se perdre peu à peu. L’accordéon chromatique prenait la place des instruments traditionnels et les airs en français devenaient de plus en plus à la mode, au détriment des airs en breton. Loeiz ne pouvait rester inactif face à cette évolution.
Loeiz était doué pour les études et c’est à Rennes qu’il alla étudier les lettres classiques, sans oublier le breton qu’il étudia également avec passion, Et le voilà même qui crée un cercle de danseurs et de chanteurs… à l’Université !
Il devint ensuite professeur de lettres classiques  et enseigna le français, le grec et le latin dans plusieurs lycées, à Quimper, à Pont L’Abbé …
Quant au breton, il se mit à organiser des cours un peu partout pour les lycéens comme pour les adultes. Il n’oublia pas pour autant les deux autres passions si chères à son cœur depuis son enfance : la danse et le chant, le kan-ha diskan en particulier.

Ur mennozh dreist – Une idée géniale



Neuze, Loeiz a ijinas un dra  bennak nevez. Er bloaz 1957 e oa. Un dra ne oa bet  biskoazh gwelet er vro. Pediñ a reas an dud da zont d’ur fest-noz…en ur sal-dañs, e Poullaouen. Setu aze  un dra nevez  e gwirionez, rak ne veze graet  a festoù-noz gwechall nemet  gant tud hag en em vode etreze da geñver ur dornadeg pe un degouezh-labour all, diwar ar maez.  
Gervel a vezas an dud dre ur skritell !…hag an dud a zeuas , niverus !
Aozañ a reas Loeiz festoù-noz all evel-se , e Sant-Herbot, Plonevez, Brasparz, Karaez, Rostren, er vroioù e oa chomet bev c’hoazh an dañs hengounel. Sikouret e vezas Loeiz gant keneiled  dezhañ hag a ouie kanañ ar c’han-ha-diskan eveltañ.
Bez e vo  festoù-noz e pep lec’h bremañ e Breizh, a zastum kozh ha yaouank, er c’hêrioù evel war ar maez ha betek en diavaez Breizh, e Pariz hag er bed holl…hag e La Rochelle zoken !

Et là, Loeiz imagina quelque chose de nouveau. On était en 1957. Une chose que l’on n’avait jamais vue dans le pays. Il invita les gens à venir à un fest-noz dans …une salle de danse, à Poullaouen. C’était là, en effet, quelque chose d’inédit, car, autrefois, on n’organisait les fest-noz qu’avec des gens qui se rassemblaient lors d’un battage ou d’une autre occasion de travail, à la campagne 
Les gens furent informés par affiche !… et ils vinrent, nombreux !
Loeiz organisa ainsi d’autres fest-noz à St Herbot, Plounévez, Brasparts, Carhaix, Rostrenen, dans les pays où la danse traditionnelle était encore restée vivante. Loeiz fut aidé par des amis qui, comme lui, savaient chanter le kan-ha-diskan.  
Il y a maintenant des fest-noz partout en Bretagne, qui rassemblent jeunes et vieux, dans les villes comme à la campagne, à Paris, dans le monde entier …et même à La Rochelle ! 

Un den mennet hag entanet -Un homme déterminé et passionné

E 1964, Loeiz a sav ar gevredigezh Al Leur Nevez o ober war-dro  kelenn ar brezhoneg e-pad stajoù an hañv ha war-dro embann pladennoù : pladennoù kentañ kan-ha-diskan ! 
Goude bezañ bet krouet kelc’h Keltiek Pouallouen e vez   savet gant Loeiz Kelc’h Bro C’hlazik, deuet  da vezañ diwezatoc’h  Bagad Kemper, e-lec’h eo bet e vab Erwan (2) ar penn-soner e-pad meur a vloavezhioù, ur penn-soner dibar hag ur soner binioù-bras eus ar c’hentañ ivez. 
Ar pezh a ra Loeiz ivez, a zo adalek 1975, aozañ an devezhioù  kan-ha-diskan e Poullaouen, er C’hastell-Nevez-ar-Faou, e Speied, e Gourin ha beilhadegoù er Vro Vigoudenn hag er C’hab. 
Bez a zo kement a draoù all en deus,graet c’hoazh e-pad e vuhez evit an dañs hag ar c’han ! 
Ma selaouomp an dud o deus anavezet anezhañ, e oa Loeiz un den eeun, un den a blije dezhañ kaozeal gant ar re-all, eskemm mennozhioù. Un den entanet e oa, ur mestr hag ur sapre kelennour !
Loeiz Ropars a zo aet d’an Anaon er bloaz 2007, Heptan e vefe aet , hiziv marteze, ar fest-noz da get, 


En 1964 Loeiz crée l’association Al Leur Nevez dans le but d’enseigner le breton  pendant des stages d’été et en vue d’assurer l’édition de disques : les premiers disques de kan-ha-diskan ! Après avoir créé le Cercle Celtique de Poullaouen, Loeiz crée le Cercle du Pays Glazig, qui deviendra plus tard le Bagad de Quimper, dont son fils Erwan (3) fut le penn-soner pendant plusieurs années, un penn-soner exceptionnel ainsi qu’un très grand joueur de cornemuse. 
Loeiz entreprend également, à partir de 1975 d’organiser les journées du kan-ha-diskan à Poullaouen, à Château Neuf du Faou,à Spezet, à Gourin et les veillées du Pays Bigouden et du Cap. 
Il y a tant d’autres choses qu’il a réalisées dans sa vie pour la danse et le chant !
Si nous écoutons ceux qui l’ont connu, Loeiz était un homme droit, un homme qui aimait parler avec les autres, échanger des idées. C’était un homme passionné , un maître et un sacré pédagogue !
Loeiz Ropars est décédé en 2007.
Sans lui, le fest-noz aurait aujourd’hui peut-être disparu.

  • (1) Kan-ha Diskan : technique de chant à danser a cappella traditionnel et tuilé en breton, pratiquée à deux ou plus. Le meneur ou la meneuse chante le couplet qui est repris ensuite par le ou les autre(s) chanteur(s) démarrant sur les dernières syllabes du précédent. Il est principalement pratiqué en Centre-Bretagne. Aujourd’hui dans la plupart des fest-noz, on danse plutôt au son des instruments de musique biniou, bombarde et autres (accordéon diatonique, clarinette, violon…). 
  • (2) Le fest-noz a été inscrit, le 5 décembre 2012, par l’UNESCO sur la liste du patrimoine culturel et immatériel de l’humanité. 
  • (3) Erwan Ropars est décédé en 2015

YK Miz Kerzu-décembre 2019-

Loeiz et Erwan Ropars
Loeiz et Erwan Ropars (Bagad Kemper 50 ans sans relâche )